Sturmabteilung

Logo an SA
Hitler dirak un dibunadeg SA e Nürnberg e 1935

Ar Sturmabteilung (SA; Unvez argadiñ) a oa kentañ aozadur ledvilourel ar strollad Nazi (NSDAP). Warnañ en em ziazezas Adolf Hitler war e hent war-zu ar galloud er bloavezhioù 1920 ha 1930. Roll pennañ an aozadur a oa difenn an emvodoù pe an dibunadegoù nazi. Ouzhpenn-se e oa karget da blantañ reuz en emvodoù ar strolladoù all, stourm a-enep an unvezioù ledvilourel stag ouzh ar strolladoù politikel all, dreist-holl re ar Roter Frontkämpferbund, stag ouzh ar Kommunistische Partei Deutschlands (KPD). An aozadur feuls a blije dezhañ tagañ ar Slaved, Romed, sindkalourien, hag, dreist an holl re all, ar Yuzevien – da skouer, e-pad boycott nazi an embregerezhioù yuzev.


Developed by StudentB